Graet e vez Mark Perrot eus ouzhon,
C'haont meus da sevel ur podkast e brezhoneg,
Perak pas a lari emichans.
Hiziv meus lakaet em fenn kaozeal eus al labour a stroll.
Evit ma labour en ti kêr e klasken abaoe pellig awalac'h ur benveg evit liammañ
ar chomlec'hioù meus dastumet eus an dud a labouran ganto,
ha deus ar pezh a ran ganto, kas liziri, respont d'ar glemmoù,
kas teuliadoù da reoù all, hag all...
Kavet meus war ar rouedad ul lec'hienn liesseurt awalc'h
a zastum binviji evit hen ober: www.zoho.com.
Aze e kavoc'h evit netra peurliesañ, ur programm evit skrivañ,
unan all evit jediñ a zo par da reoù Microsoft hag a labour mat tre gant meziantoù
ramz an informatik. Pellgargat ho fichennaouegoù e c'helli ober eus Word hag Excel, hag ar c'hontrol ivez.
Met n'eo ket tout, bez ez eus ivez ar pezh a vez anvet e saozneg ur CRM,
da laret eo, e-gizh e-barzh an embregerezhioù,
ur meziant evit derc'hel sonj eus titouroù pouezhus ar pratikoù.
N'eo ket nemet ho chomlec'h met ivez, ar pezh zo bet gwerzet,
ar pezh zo bet paeet, ar kudennoù zo bet.
Moien zo ivez evit ar melestradurezh pe ag gevredigezhioù,
implij seurt traoù memes ma vez ret a-wechoù che'ch an titouroù a zo lakaet e-barzh.
Un all a roio tu deoc'h krouiñ hag heuliañ ho raktresoù ha kinnig da tud zo kemer perzh el labour-mañ.
Ar pezh zo pouezusoc'h c'hoazh eo c'hwi a c'hello krouiñ,
en ur meziant all eus al lec'hienn, un dastmad titouroù hervez ho toare.
Ar rumm se a meziantoù a zo klassel awalc'h c'hoazh, met bez ez eus daoù all
a gemer muioc'h spered ar wiad.
An hini kentañ a zo Highrise, war www.highrisehq.com.
Amañ an titouroù a chom war urziater Highrise.
Moien vo deoc'h kopiañ anezho eveljust.
Tu vo deoc'h kargañ chomlec'hiou ho skipailh, ho mignoned, ho pratikoù en linenn.
Bewech po ur mel pe un taol pellgomz eus ar re-se,
po tro da verkañ peseurt abeg a oa a orin eus an eskemm ha da skrivañ ez buan
ar pezh e vo ret deoc'h derc'hel evit an dazont.
Meur a zoare zo goude da adkavout ho titouroù dre rummadoù, dre abegoù,
dre an deiziater. Ar memestra a zo posubl evit an darvoudoù da zont.
Al lec'hienn diwezhañ meus kavet, hag a zo ma muiañ karet, eo www.voo2do.com.
Founus tre e labour ha dastum a ra an titouroù en un doare sklaer tre koulskoude er pezh a anveont « Dashbaord ».
Ur wech c'hoazh eo raktreso' a vez heuliet hag ar re a ra pled outo.
Moien zo ivez sellout ez buan an amzer tremenet evit pep raktres ha pep tra d'ober.
N'eus ket tu evit ar mare da pediñ war eeun tud da gemer perzh e-barzh al labour,
met rakjedet eo dija gant an aozerien.
Evit echuiñ eo ret menegiñ Google. Kinnig a ra ivez un doare Word hag un doare Excel enlinenn.
Moien zo pediñ tud da zont da wellout ho labour ha da che'ch anezhañ m'ho peus c'hoant ivez…
En tu all c'hwi a c'helli heuliañ dre google mail an eskemmoù ho po gant den-mañ-den,
er pezh a anveont divizoù. Ar pezh zo chalus un tamm eo n'eo ket founus tre,
na tout en un tamm, met kerz a ra mat kenan ivez.
Setu tout evit hiziv. Emichañs e sikouro ac'hanoc'h ar pezh meus laret deoc'h. Kenavo ar wech all.
----------------
Now playing:
Radio France - Hentou Treuz 20.10.2007via FoxyTunes Tags: labour a stroll
Current Location: Tregon