Evit an eil niverenn eus ma fodkast em eus choazet da gontañ deoc'h an traoù a vez kinniget deoc'h
gant Google.
Google a zo anvet giz an enklasker efedusañ ez eus. Ouzhpennet eo bet iz-lec'hiennoù ispisializet memes
evit sikour ac'hanoc'h da gavout blogoù, skeudennoù, levrioù en linenn, skolioù, emsavadurioù lec'hel hag
all.Ur bochad meziantoù enlinenn ez eus moien da implijout evit netra e-touez ar meziantoù en ho stumm
kentañ peurliesañ, da larout eo beta.
Ret eo deoc'h evit kregiñ sinañ evit ur gont google mail. An alc'hwezh eo evit ar peurrest. N'eo ket ret ken da
vezañ pedet gant un den all.
Goude po tro d'implij hoc'h unan pe a stroll, e-gizh em eus el laret deoc'h ar wech paset, Documents
and spreadsheets a dalv evit traitement de texte ha tableur e galleg.
Klevet peus komz marteze eus Google maps a zo un doare marzus da welout hor voul douar eus pell pe a
dost en ur ouzhpennañ titouroù liesseurt:
plan ker-mañ ger;
e pelec'h ez eus eus gorilhed e bro Tanzanie;
e pelec'h ez eusur brezel;
eus peseurt lec'hioù Shakespeare neus komzet;
pelec'h ez eus pretier pe ostaliri;
piv ha eus pelec'h un bennak n'eus kaset ur foto d'e gont flickr hag all hag all.
War ur sujed tostig awalc'h c'hwi po c'hoant marteze mont da danvañ, ha marteze
goude da implijout 'sketchup' a roio tro deoc'h tennañ eus un dachenn rezis eus
skeudenn ur straed, stumm ar vatimant a vez gwelet du-se gant m'o po kemeret ur
foto eus tu araok ar savadur da gentañ. Ostilhou zo memestra e-barzh ar meziant evit tresañ an toen.
Ma peus c'hoant mont pelloc'h eget ar postel, d'an tu all, po tro d'implij google talk a zo ur meziant
flappiñ tost da skype pe da iChat.
Pelloc'h vo tu deoc'h ivez, gant Orkut, sevel ur gumuniezh deoc'h
war ar rouedad, en doare myspace en ur ziskouez ar perzhioù mat eus ho fersonelezh evit mont en
darempred gant reoù all.
Tout ar meziantoù se a labour mat awalc'h asambles.
War zu ar skeudennoù po ivez ar meziant Picasa a servij da zastum ho fotoioù war ho urziater, met ivez da
gas anezho dre postel pe war ho plog.
Ur meziant pouezus awalc'h all a zo « Agenda ». Un deiziater en linenn eo a c'hell emporzhiañ emgavioù ar
meziantoù all ez eus war ar marc'had. Ar pezh a c'hell bezañ dedennus deoc'h ivez eo c'hwi a vo gouest
amañ da lodenniñ ho hini gant piv a gari…
----------------
Now playing:
Radio France - Hentou Treuz 20.10.2007via FoxyTunes Tags: google
Current Location: T